Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !

NOV 10, 202535 MIN
Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !

NOV 10, 202535 MIN

Description

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.

« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.

Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.

Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù…

Pennad-kaoz gant :

Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann ! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán).

Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet « ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h ».

Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.

📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».

💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.

✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.

👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.

📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !