Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklask

Details

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! », Goliaths, que cachent les multinationales ha les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, ha YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Recent Episodes

NOV 9, 2026
Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3
Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened. E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar virourien vrudetañ er relijion gatolik e Breizh. Diwar-goust al luskadoù araokaour e-barzh e Iliz. Da skouer, bras eo levezon an abad Fagot, a oa bet beleget e miz Kerzu 2012 gant an Aotrou ‘n eskob Centène. E 2026 e oa en e iliz Sant Padern e oa bet filmet oferenn ar Yaou Bask evit bezañ skignet war-eeun gant CNews. Setu eil tamm an eskemm get ar c’hazetenner dizalc’h, diazezet war e enklask embannet get Splann ! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag all… war ur foñs ideologel ha politikel kalet. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
15 MIN
NOV 4, 2026
Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33
Petra zo nevez hervez Splann ! e miz Here ? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann ! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif. Dastumet evidoc’h Ur « guichet unique » evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset ; 1.000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper ; Sec’hor e Penn-ar-Bed ; Souten bras ‘zo d’ar studier ag Aod an Olifant Vassiriki Doumbia, e-dan OQTF e Sant Albin an Hiliber. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
14 MIN
NOV 2, 2026
Eskopti Gwened : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù | Sofa gant Radio BOA 1/3
Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires” talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwengolo 2026 e vode tro 2.000 a dud. Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm gant ar c’hazetenner dizalc’h, diazezet war e enklask embannet gant Splann ! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag all… war ur foñs ideologel ha politikel kalet. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
16 MIN
OCT 7, 2026
En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG
E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ». Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh. Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gristen : douetus eo an departamant nemetañ e-lec’h ma ya war-gresk an dud en em zisklêr katoliked. Ouzhpenn-se, dav eo kompren eo eskopti Gwened ur vro mirour a-gozh : hervez unan eus ar veleien aterset gant « Splann ! » e ranker delc’her soñj eo ganet ar skourr « tradi » e eskopti Gwened. An Aotroù Lefebvre, saver breuriez Sant Pie X, zo bet stummet gant an abad Berto, ur beleg genidig eus ar Morbihan hag en doa savet kumuniez c’hoarezed Pont-Kalleg. Ar pezh en deus souezhet an enklaskerien : kavout a reer kalzig a royalisted e-touez strolladigoù tu-dehoù radikal a vez tro-dro Gwened. Da c’houde eo bet lakaet ar gaoz war ar pelerinaj Feiz e Breizh e-unan. Hemañ zo heñvel ouzh unan brasoc’h : hini Chartres hag a vod ar gristenien « identitaire ». Feiz ha Breizh a zegouezh atav e Santez-Ana-Wened. A vloaz da vloaz e kresk an niver a birc’hirined. Abaoe pemp bloaz zo e kaver pennoù bras eus un dehoù pellañ, deus Breizh ha Frañs a-bezh. Moarvat diwar intrudu Korentin Denis, unan eus diazezourien ar pelerinaj-mañ, a zo deuet da vezañ penn bras ar pelerinaj.. E-touez ar chabistroù (strollad tud o vale asambles) e kaver strolladigoù gwall vrudet e-giz Academia Christiana ha SOS Chrétiens d’Orient. E-touez ar-re-se e kaver tud eus metoù an tu dehoù radikal bras hag a c’hell bezañ feulz evit lod anezho. A-benn ar fin e soñjer met penaos e c’hell klotañ an dro-spered mañ gant an aviel ? Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
43 MIN
SEP 30, 2026
Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro Dastumet evidoc’h Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69. Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get ar Rannvro… Goude miziadoù tabut. Pig&Run: ur redadeg evit roiñ un istor gwelloc’h d’an desevel moc’h e breizh. Raktres lojeizoù e ospitalioù kozh Douarnenez n’eo ket asantet get razh an dud Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
10 MIN